Roue ar Romaned

Poltred Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, Roue ar Romaned pa oa e dad, Friedrich III, e buhez bepred.


Roue ar Romaned, pe Rex romanorum e latin, a oa un titl roet d'an Impalaer santel roman german, adal ar Grennamzer, pa ne oa ket bet kurunennet c'hoazh gant ar pab.

Dont a ra eus Henri II, a voe dilennet da roue Germania e Mezheven 1002 e Mainz, hag a voe kurunennet evel Roue ar Romaned en Aachen e Gwengolo 1002, ha kurunennet evel impalaer e C'hwevrer 1014 e Roma gant ar pab Benead VIII .


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search